Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.
Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,
Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?
Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Ha piv bennek a vo manet eus da di a zeuio da stouiñ dirazañ, evit kaout ur pezh arc'hant hag un tamm bara, hag e lavaro dezhañ: Laka ac'hanon, me az ped, da vont en unan eus kargoù ar velegiezh, evit debriñ un tamm bara.
Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.