Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!
Bez’ e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.