Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mêsaer hag un dastumer fiez gouez;

Ver Capítulo Copiar




Amoz 7:14
17 Referencias Cruzadas  

Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhañ hag a daolas e vantell warnañ.


Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.


Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Mibien ar brofeded a lavaras da Elizea: Setu, al lec'h ma'z omp azezet dirazout a zo re enk evidomp.


En amzer-se Hanani ar gwelour a zeuas da gavout Asa roue Juda, hag e lavaras dezhañ: Dre ma'z out en em harpet war roue Siria ha ma ned out ket harpet war an AOTROU da Zoue, arme roue Siria he deus tec'het diouzh da zorn.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se a zo skrivet e kounskrid Jehu mab Hanani, lakaet e levr rouaned Israel.


Dastum a raent geot gouez e-kichen bodoù, ha gwrizioù ar jenevregoù evit o boued.


Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.


Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?


Pep hini a lavaro: N'on ket ur profed, me 'zo ul labourer-douar, rak prenet on bet adalek va yaouankiz.


Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,


Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos