Mazhev 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv,
Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;
Hag ar drô en handerhue e oé disgasset dehou hilleih a dud dalhet guet en droug‐sperèdeu, hag ean e gassas quit er sperèdeu dré é guir, hag e yahas er ré ol e oé clan.
Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc’het gant un diaoul dall ha mut hag e yac’haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.
Ar re o mesae a dec’has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an diaouled.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc’het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac’haas.
An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.
en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c’holeiñ hiniennoù anezho.