Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloù deñved, ouzh an tropelloù ejened hag ezen. Reiñ a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloù er bloaz-se.
Mazhev 6:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Dén e‐bed ne ell chervige deu eutru ar un drô; rac pé cazein e hrei en eil, hag e harei er guilé, pé en hum staguei d’oh en eil, hag e hrei goap ag er guilé. Ne ellet quet chervige Doué ha Mammon. |
Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloù deñved, ouzh an tropelloù ejened hag ezen. Reiñ a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloù er bloaz-se.
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.
Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.
hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .
Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.