Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 24:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .

Ver Capítulo Copiar




Jozue 24:15
22 Referencias Cruzadas  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Jakob a lavaras d'e diegezh ha d'ar re holl a oa gantañ: Lamit an doueoù estren diouzh ho touez, en em c'hlanait ha cheñchit ho tilhad,


Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.


d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed,


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Touet em eus hag e talc'hin, mirout da varnedigezhioù reizh.


Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.


Ne stoui ket dirak o doueoù ha ne serviji ket anezho, ne heuilhi ket o oberoù, met o distrujañ a ri holl hag e freuzi o delwennoù.


Ne ri ket a emglev gant tud ar vro, gant aon pa en em roint d'ar gasterezh gant o doueoù ha pa aberzhint d'o doueoù, na bedo unan bennak anezho ha na zebri eus o aberzhoù.


Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.


Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoù, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac'h eus savet.


Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.


Pa gerzh an holl bobloù pep hini en anv e zoue, ni a gerzho en anv an AOTROU hon Doue dalc'hmat ha da viken.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,


Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c'hwerv.


Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar soñj da zilezel an AOTROU evit servijañ doueoù all!


ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoù an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos