Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .
Mazhev 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 El‐cé, rezei hou splander de sclerdérein en dud, aveid ma huéleint hou mad‐oberieüe, ha ma vêleint hou Tad péhani e zou én Nean. |
Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Neuze da sklêrijenn en em ziskouezo evel gouloù-deiz, da yec'hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreñv.
evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.
O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
Na c’halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.
hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d’an douar, ec’h azeulo Doue hag ec’h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
En hevelep doare an oberoù mat a zo dizolo, ha ma n’emaint ket da gentañ ne c’hellont ket chom kuzhet.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.