Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 met gant oberoù mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijañ Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 mes gant oberou mad, evel ma tere ouz merc’hed hag a ra profession da zervicha Doue.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 2:10
15 Referencias Cruzadas  

Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c'hoarzh d'an deiz a zeu.


Roit dezhi eus frouezh he daouarn, ha ra veulo anezhi hec'h oberoù ouzh dorojoù kêr.


Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.


Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d’ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


Ra selaouo ar wreg ar gelennadurezh er sioulded hag e pep sentidigezh.


En hevelep doare, ra en em wisko ar gwragez gant dilhad dereat gant furnez ha poell, nann gant frizeür ar blev, na gant aour, na gant perlez, na gant dilhad gwall goustus,


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,


Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc’husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d’ar re gentañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos