Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 En hevelep doare, ra en em wisko ar gwragez gant dilhad dereat gant furnez ha poell, nann gant frizeür ar blev, na gant aour, na gant perlez, na gant dilhad gwall goustus,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 hag er memeus doare ive, ma teui ar gragez d’en em gempen gant dillad deread, gant furnez ha gant honestis, n’e ket gant bleo ganset, na gant aour, perlez ha dillad coustus;

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 2:9
20 Referencias Cruzadas  

Ar servijer a dennas traoù arc'hant, traoù aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiñ a reas ivez traoù prizius d'he breur ha d'he mamm.


Jehu a zeuas da Jizreel. Jezabel, o vezañ klevet kement-se, a livas he dremm hag a ginklas he fenn, hag en em lakaas ouzh ar prenestr.


D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.


Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.


Ober a ra pallennoù, he dilhad a zo graet gant lin fin ha tane.


Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c'hoarzh d'an deiz a zeu.


Ha setu, ar vaouez a zeuas a-raok dezhañ, gwisket evel ur ribodez ha leun a douellerezh.


Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,


Adsevel a raint dismantroù kozh, adaozañ a raint distrujadennoù an amzerioù kozh, adkempenn a raint kêrioù gwastet, distrujet a oad da oad.


Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioù diniver.


Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.


Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.


met gant oberoù mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijañ Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos