Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 61:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 61:3
39 Referencias Cruzadas  

Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae.


evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.


hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.


Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


Cheñchet ec'h eus va c'hañv e levenez, dizereet ec'h eus va sac'h, ha va gwisket ec'h eus a levenez,


Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.


Ra vo gwenn da zilhad, ha ra chomo an eoul hep mankout war da benn.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Digorit an dorojoù, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.


Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.


Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.


Pa oan deuet en-dro, setu, war an daou ribl eus ar froud e oa kalz a wez.


Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhañ dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.


Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.


E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.


karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos