Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:
Mazhev 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs pe gleuas Jesus penauz e oé bet dalhet Yehan, en hum dennas én Galile; |
Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m’en doa he dimezet,
Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
Jezuz a zistroas da C’halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d’an deizioù sabad.
An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.