Mazhev 26:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak c’hwi ho po bepred peorien ganeoc’h, met n’ho po ket atav ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun‐me; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac bout e vou perpet peurerion én hou mesq, mæs mé ne vein quet attàu guet‐n‐oh. |
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d’ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c’heñver.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Rak c’hwi ho po atav peorien ganeoc’h ha bep gwech ma c’hoantaot e c’hellot ober vat dezho, met n’ho po ket atav ac’hanon.
Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez?
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c’henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.
Peorien e vo dalc'hmat er vro, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hag e lavaran dit: digeriñ a ri da zorn da'z preur, d'ar paour ha d'an ezhommeg a vo ez pro.
Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?