N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Mazhev 22:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha chetu en eil péhani e zou haval doh honnéh: Hui e garou hou nessan él oh hou ç’hunan. |
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N’eus ket a c’hourc’hemennoù all brasoc’h eget ar re-mañ.
Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn.
Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,