Mazhev 22:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhan: Va mignon, penaos oud‐de antreet aman hep kaoud eur zae a eured? Hag he‐man a choumaz serret he c’henou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 M’ami, émé er roué, pérac e hoh hui deit a‐men hemb hou cusquemant æreden? En dén‐zé e chomas hemb sannein gricq. |
Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skañv o kantreal,
Evel ma'z eo mezhek al laer pa'z eo tapet, evel-se e vo mezhek re di Israel, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien, o frofeded,
Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne’c’h eus ket graet marc’had ganin evit un diner?
Jezuz a lavaras dezhañ: Mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz hag e krogjont ennañ.
Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
o c’houzout penaos un hevelep den a zo direizhet ha penaos e pec’h oc’h en em gondaoniñ e-unan.
Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.