Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.
Mazhev 21:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec’h ma tremenas an noz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear‐ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean ou lausquas ino, hag e yas er mæz ag er gær, é Bethania, hag e chomas ino. |
Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.
Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.
E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d’e gavout gant ul lestr alabastr leun a c’hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c’hwezh-vat war e benn.
Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea,
O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d’ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.