Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 19:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d’ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Hag, o veza erruet tost da Vethfaje ha da Vethani, e‐kichen ar menez hanvet menez Olived, e kassaz daou euz he ziskibien, en eur lavaret:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 19:29
11 Referencias Cruzadas  

E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.


Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec’h ma tremenas an noz.


o lavarout: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n’eus bet c’hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit.


Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.


E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc’he war ar menez galvet Menez an Olived.


Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c’hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhañ.


Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.


Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c’halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos