Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiñ a reas e skeudenn Doue; krouiñ a reas ur gwaz hag ur vaouez.
Mazhev 19:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas: Ha n’hoc’h eus ket lennet penaos ar C’houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras tehai: Ne hoès hui leinet, penaus en hani en dès crouéet Mab Dén, en tu quetan ag er bed, en dès ind crouéet dén ha moès! |
Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiñ a reas e skeudenn Doue; krouiñ a reas ur gwaz hag ur vaouez.
An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ.
Adam a lavaras: Houmañ a zo bremañ askorn eus va eskern ha kig eus va c'hig! Houmañ a vo anvet denez rak kemeret eo bet eus an den.
Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet.
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc’h:
Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p’en doa ezhomm ha p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ?