Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 19:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Eñ a respontas: Ha n’hoc’h eus ket lennet penaos ar C’houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac’h,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Jesus e laras tehai: Ne hoès hui leinet, penaus en hani en dès crouéet Mab Dén, en tu quetan ag er bed, en dès ind crouéet dén ha moès!

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 19:4
15 Referencias Cruzadas  

Mes hen a lavaraz dezhe: N’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan,


Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad?


An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus;


Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue:


Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar mean a oa bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn?


Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden‐spern, en eur lavaret: Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob?


Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan?


Jesus a lavaraz dezhan: Petra a zo scrivet el lezen, ha petra a lennez‐te enhi?


Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos