Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Mazhev 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag Doue hen deuz roet ar gourc’hemen‐man: Henor da dad ha da vam; ha c’hoas: Piou‐benag a lavaro malloz var he dad pe var he vam, ra vezo lakeat d’ar maro. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Inour hou tad hag hou vam; hag ehué: Pihue‐benac e goal‐conzou guet é dad pé guet é vam e zeli bout laquet d’er marhue. |
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh.
Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.
Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.
Met c’hwi a lavar: An hini a lavaro d’e dad pe d’e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof,
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.
Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.