Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Bugale, sentit ouz ho tadou hag ouz ho mamou hervez an Aotrou; rag kement‐se a zo just.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:1
33 Referencias Cruzadas  

Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram.


Israel a lavaras da Jozef: Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem? Deus, ma kasin ac'hanout d'o c'havout. Hag e respontas: Setu-me amañ!


Jozef o zennas diwar e zaoulin hag a stouas e zremm d'an douar.


Mibien Jakob a reas eta evel-se en e geñver, evel m'en doa gourc'hemennet dezho.


Diskennet ec'h eus war Venez Sinai, ha komzet outo eus an neñv, ha roet dezho barnedigezhioù reizh, lezennoù gwir, reolennoù ha gourc'hemennoù mat.


Ester n'he doa ket disklêriet he ganedigezh nag he fobl, evel m'en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak e rae hervez komzoù Mardoke, evel pa oa savet en e di.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat.


Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.


Lezenn an AOTROU a zo peurvat, adsevel a ra an ene. Testeni an AOTROU a zo sur, reiñ a ra furnez d'ar re sempl.


Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,


Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh.


Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,


Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.


Va mab, mir gourc'hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm.


Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.


Ha Jeremiaz a lavaras da di ar Rekabiz: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Peogwir hoc'h eus sentet ouzh gourc'hemenn Jonadab ho tad hag hoc'h eus miret e holl c'hourc'hemennoù ha graet kement en deus urzhiet deoc'h,


Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,


Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.


Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.


Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon.


N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.


evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.


Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc’hemenn a zo santel, reizh ha mat.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


P'en devo un den ur mab fall ha disent, na sento ket ouzh mouezh e dad nag ouzh mouezh e vamm, ha na fello ket dezhañ o selaou goude ma vo bet kastizet,


Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d’o c’herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.


Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all,


Hag e lavaras dezhi: Me a raio kement ac'h eus lavaret din.


David a savas eta mintin mat, a lezas an deñved gant ur mêsaer, a gemeras e samm, hag a yeas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Jese. Erruout a reas er c'hamp, an arme a yae hag en em renke evit an emgann, hag e laoskjont youc'hoù brezel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos