Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Enor da dad ha da vamm, ar c’hentañ gourc’hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ:

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Henor da dad ha da vam; (hennes eo ar gourc’hemen kenta hen deuz eur bromessa);

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:2
13 Referencias Cruzadas  

Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donañ deñvalijenn.


Ha Jeremiaz a lavaras da di ar Rekabiz: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Peogwir hoc'h eus sentet ouzh gourc'hemenn Jonadab ho tad hag hoc'h eus miret e holl c'hourc'hemennoù ha graet kement en deus urzhiet deoc'h,


ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnañ.


Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,


Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?


Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.


Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.


Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d’o c’herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos