ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e teltennoù e viot o chom holl zeizioù ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnañ.
Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac'hanout etrezek ennañ, evit ma'z aio mat an traoù ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.
Mir ha selaou an holl draoù a c'hourc'hemennan dit evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, da viken, en ur ober ar pezh a zo mat ha reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.
mir e reolennoù hag e c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.
Selaou a ri eta, Israel, hag ec'h eveshai ma vo graet diouto, evit ma vi eürus ha ma kreskot meurbet, evel m'en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoù, er vro a zever gant laezh ha mel.