Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.
Mazhev 14:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a voe glac’haret, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, e c’hourc’hemennas e reiñ dezhi, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar roue a oe glac’haret; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag er roué e oé glaharet guet quement‐cé: neoah, rac touïet en doé, hag aveid pligein d’er ré e oé guet‐hou doh taul, ean e hourhemennas en rein dehi. |
Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: C'hwi hag ho kwragez hoc'h eus komzet gant ho kenoù hag hoc'h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloù hon eus graet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober dezhi evadkinnigoù. Sevenet mat hoc'h eus ho kouestloù, graet hoc'h eus ho kouestloù a boent da boent,
C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.
Ar roue a voe glac’haret bras, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac’hañ outi.
Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d’al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc’han da yac’haat hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo peurc’hraet ganin.
A-benn daou viz e tistroas da gavout he zad, hag e reas ganti ar gouestl en doa graet. N'he doa anavezet den ebet. Ac'hane e teu ar c'hiz en Israel,
Tud Israel o doa touet e Mizpa o lavarout: Den ac'hanomp ne roio e verc'h da wreg da Venjamin.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.
Neuze unan bennak eus ar bobl a gomzas o lavarout: Da dad en deus lakaet an dud da douiñ start, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued hiziv! Hogen ar bobl a oa skuizh.
Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhañ rustoni, ma ne lezan dezhañ un den zoken da vevañ, ac'hann da veure, eus kement en deus.
Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se.