Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 14:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Neuze unan bennak eus ar bobl a gomzas o lavarout: Da dad en deus lakaet an dud da douiñ start, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued hiziv! Hogen ar bobl a oa skuizh.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:28
4 Referencias Cruzadas  

An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.


Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiñ. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoù; hag e zaoulagad a voe sklaeraet.


Jonatan a lavaras: Va zad en deus trubuilhet ar vro. Gwelit eta penaos eo sklaeraet va daoulagad, dre ma em eus tañvaet un tamm mel-mañ.


Neuze Saül a lavaras da Jonatan: Disklêr din ar pezh ac'h eus graet. Jonatan a zisklêrias dezhañ o lavarout: Tañvaet em eus, gant penn ar vazh a oa ganin, un tamm mel. Setu-me amañ, mervel a rin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos