Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.
Ar vaouez a lavaras dezhañ: Setu, gouzout a rez ar pezh en deus graet Saül, penaos en deus lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro. Perak e stegnez ur pech din, evit va lakaat da vervel?