Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz: Ro d’in aman, en eur plad pen Ian ar Badezour.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

8 Hag hi, goudé bout bet quelenned araug, guet hi vam, Reit‐d’eign bremen, émé‐hi, pén Yehan er Badehour, én ur plat.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 14:8
17 Referencias Cruzadas  

Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel.


Ha setu niver anezho: tregont plad aour, mil plad arc'hant, nav c'hontell warn-ugent,


rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.


An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene.


E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


Ar prof a reas a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm.


en hevelep doare ma roas e c’her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c’houlennje.


Ar roue a voe glac’haret, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, e c’hourc’hemennas e reiñ dezhi,


O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d’he mamm: Petra a c’houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour.


O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C’hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour.


hag en degasas war ur plad. E reiñ a reas d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank en roas d’he mamm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos