Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.
Mazhev 13:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mab en Dén e gassou é Æled, peré e laquei er mæz ag er Ranteleah en ol arbenneu‐a‐lam, hag er ré e hra fallanté. |
Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.
Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neñvoù ha pesked ar mor, hag abegoù da gouezhañ gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU.
Evel-se e c’hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh
Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.
E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.