Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 23:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 23:6
12 Referencias Cruzadas  

hag e produo dit spern hag askol, hag e tebri geot ar parkeier.


Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Evel al lilienn e-touez ar spern, evel-se eo va c'haredig e-touez ar merc'hed yaouank.


N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,


Ar pobloù a vo evel fornezioù plastr, evel drein troc'het a zev en tan.


Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.


An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.


Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU .


Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos