Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 23:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 23:5
41 Referencias Cruzadas  

Ar wareg a vo eta er c'hoabrennoù, hag e sellin outañ evit kaout soñj eus an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudoù bev a bep kig a zo war an douar.


Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.


Met ne fellas ket dezhañ selaou outi, hag e voe kreñvoc’h egeti. Hag he gwallas hag e kouskas ganti.


Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.


Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.


Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?


Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.


Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoù, met me ho kastizo gant skourjezoù-kruged.


Kaset en deus an dasprenadur d'e bobl, diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.


Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on.


Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.


Va ene en em harp war Doue hepken, anezhañ eo e teu va silvidigezh.


Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da viken, lakaet ec'h eus da fealded en neñvoù.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d’ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc’h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,


Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.


Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos