Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.
Mazhev 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man: Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e laras hoah dehai ur lavar‐cuhet arall: Ranteleah en Nean, e mé‐ean, e zou haval doh un tam gouél e guemér ur voés hag er haige é mesq tri musuliad bleud, bet que ne vé gôet bloh. |
Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.
Amnon eta a c'hourvezas evel ma vefe klañv, hag ar roue a zeuas d'e welout. Amnon a lavaras d'ar roue: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar d'ober din div wastell dirazon, evit ma tebrin anezho eus he dorn.
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet.
Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
Gedeon a yeas en ti da fichañ ur menn-gavr ha gwestell hep goell gant un efa bleud. Lakaat a reas ar c'hig en ur baner, ar soubenn en ur pod, hag o degasas dindan an dervenn d'o c'hinnig.
Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh.