Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.