Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 13:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa’z eo kresket, ez eo brasoc’h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 hou‐man eo ar bihana euz an holl hadou; mes pa eo cresket, ez eo brassoc’h eged al louzou, hag e teu da veza eur vezen, en hevelep doare ma teu lapoused an env, hag e neiziont en he brancou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

32 N’en dès had erbet distérroh eid hennéh; ha neoah, a pe vé cresquet, é vé brassoh ér liorheu eid el lezeu arall, hag é ta de vout ur huéen son erhoall eit derhiel er clomet de zischuéh arh é bareu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 13:32
20 Referencias Cruzadas  

Laboused an neñv a zo o chom war o ribloù, o kanañ en o delioù.


Holl laboused an neñvoù o deus neizhiet en he skourroù, holl loened ar parkeier o deus kolenet dindan he barroù, hag holl vroadoù bras o deus bet o chom ouzh he skeud.


He delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neñv a oa o chom en he brankoù; pep kig a veve diwarni.


Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.


Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?


Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc’h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c’hell laboused an neñv chom dindan he skeud.


Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi?


En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:


Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos