Mazhev 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a lavaraz dezhe: N’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean e laras tehai: Ne hoès hui leinet er péh e hras David, pé en doé hoant, hag er ré e oé guet hou. |
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?
Pe n’hoc’h eus ket lennet el lezenn penaos d’an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?
Eñ a respontas: Ha n’hoc’h eus ket lennet penaos ar C’houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac’h,
Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc’h:
Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ?