Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.
Mazhev 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec’het. Hag e c’houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac’haat d’an deizioù sabad? Evit e damall e oa. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha chetu e oé ino un dén péhani en doé un deourn diséhet, hag ind e houlenas dehou, aveid ma hellehent en damal, mar doé mad yahat én déieu er Sabbat? |
Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.
pec'hiñ ha gaouiadiñ a-enep an AOTROU, distreiñ diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, koñseviñ ha distagañ er galon komzoù gaouiat.
Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.
Gwalleur d'ar mêsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehou! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehou!
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit evit n’eus forzh peseurt abeg?
Hag ec’h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac’hafe anezhañ d’an deiz sabad, evit e damall.
Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m’en doa Jezuz yac’haet d’un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d’ar bobl: C’hwec’h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac’haet, ha nann d’an deiz sabad.
Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele.
Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c’hortoze keflusk an dour,
Mar bez amdroc’het un den d’an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac’hanon abalamour ma em eus yac’haet un den penn-da-benn d’an deiz sabad?
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.