Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.
Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.
Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoù. Mestroniañ a reont hor c'horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.
Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?
Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Goude hennezh, en amzer an niveradeg, e savas Judaz ar Galilean, a dennas ur bobl vras war e lerc’h, met mervel a reas ivez, hag ar re holl a grede ennañ a voe stlabezet.
Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.
aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c'helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.