Mazhev 11:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag eurus en hani ne gavou quet en arben‐a‐lam diarben me hanhue. |
met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.
Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.
Ma laka ac’hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.
ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.