Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ma laka ac’hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Mar ra d’id da lagad deo kweza er pec’hed, difram anezhan, hag hen taol kuit pell diouzid; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 Mar dé hou lagad déheu arben‐a‐lam aveid oh, tennet ean, ha taulet ean pell doh‐oh, rag guell e d’oh‐hui coll unan ag hou izili, ha ne vehèh quet tauled hou gorv ol én Ihuern.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:29
22 Referencias Cruzadas  

mar espern anezhañ hep e deurel kuit, mar dalc'h anezhañ en e staon,


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon.


Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?


Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.


Rak bez’ ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc’h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c’hell kompren.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.


Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec’hot diouzh kastiz ar gehenn?


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Ha ma laka ac’hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc’h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.


Rak petra a dalvfe d’un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?


Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos