Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Ha ma laka ac’hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc’h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Mar ra d’id da zorn deo kweza er pec’hed troc’h‐hen hag hen taol kuit pell diouzid; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

30 Ha ma ra hou zéourn déheu arben‐a‐lam d’oh‐hui, trohet ean, ha taulet ean pell doh‐oh, rac guell é d’oh coll unan ag hou izili, ha ne vehèh quet tauled hou gorv ol én Ihuern.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:30
19 Referencias Cruzadas  

Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon.


met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.


Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.


Ma laka ac’hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc’h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.


Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac’h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Ma laka ac’hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.


Ma laka ac’hanout da zorn da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,


Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.


Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.


hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.


ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos