Bez’ ez eus eta en holl, eus Abraham betek David, pevarzek rummad, eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad, hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek rummad.
Mazhev 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 A pe gleuas Yehan, en é rangenneu, mêlein oberieu Jesus‐Chrouist, ean e gassas deu ag é zisciplèd de houlenne guet‐hou: |
Bez’ ez eus eta en holl, eus Abraham betek David, pevarzek rummad, eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad, hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek rummad.
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Neuze diskibien Yann a zeuas d’e gavout, o lavarout: A-belec’h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m’en doa he dimezet,
Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet,
Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann,