Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;
Mazhev 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac a hennéh é ma scrihuet: Me gasse me Æl én hou raug de campenein en hent d’oh. |
Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec’h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù.
Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout,
Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec’h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m’en deus lavaret ar profed Izaia.