Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 40:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;

Ver Capítulo Copiar




Izaia 40:3
16 Referencias Cruzadas  

Met ar re reizh a laouenaio, trec'hiñ a raint dirak Doue, hag e tridint gant levenez.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;


Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud.


Treiñ a rin va holl venezioù en hentoù, hag adsavet e vo va gwenodennoù.


Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec’h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m’en deus lavaret ar profed Izaia.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos