Kas a reas e vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured, met ne felle ket dezho dont.
Mazhev 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e gassas en neuzêc‐sé, hag e gourhemennas dehai, én ul laret: Ne quêrhet quet étré er bayanéd, ha ne yéet quet ér kærieu er Samaritaned. |
Kas a reas e vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured, met ne felle ket dezho dont.
Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea ar baganed,
Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.
Goude-se, an Aotrou a zilennas c’hoazh dek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec’hioù ma tlee mont e-unan.
Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac’haat ar c’hleñvedoù.
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.
Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c’hwi a lavar penaos al lec’h e pelec’h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.
Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d’e vab Jozef.
Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.