Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Kas a reas e vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured, met ne felle ket dezho dont.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured; mes ne fellaz ket dezhe dond.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Hag e gasse é véhuélion de galhuein d’en æredeu er ré e oé bet pedet; mæs él n’ou doé quet prézet donnet,

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 22:3
30 Referencias Cruzadas  

Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiñ ouzhin hag en ur chom sioul e vefec'h salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vefe ho nerzh. Met n'eo ket bet fellet deoc'h.


An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.


Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet.


Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c’hlac’hariñ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.


E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.


C’hwi ne fell ket deoc’h dont da’m c’havout evit kaout ar vuhez.


Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.


Met e-keñver Israel, e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha chifus.


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos