Sant Marc 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a‐douez ar re varo. |
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlenn an eil digant egile petra a c’hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv.
Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.
Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d’ar c’houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.