Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 27:63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

63 hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

63 Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

63 Eutru, deit zou chonge t’emb penaus el lorbourzé a pe oé bihue, en dès laret: E corv tri dé, me zàüou a varhue de vihue.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 27:63
18 Referencias Cruzadas  

Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Hemañ en deus lavaret: Me a c’hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh.


Gourc’hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d’e laerezh ha da lavarout d’ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc’h eget an hini kentañ.


N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,


Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.


Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d’ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc’hraet.


ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.


hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.


Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.


Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc’h c’hwi ivez touellet?


e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios