Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Sant Marc 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus o veza deuet da Vethsaida, e oe digasset dezhan eun den dall, hag hen pedjont da douch outhan. |
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.
O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.
Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ.
Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu.
An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c’houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.