Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu.
An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.
Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ?
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.