Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Sant Marc 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c’houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d’ar rummad-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz: Perag e c’houlen ar generation‐man eur miracl? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e‐bed dezhi. |
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c’hoant da welout ur mirakl graet ganit.
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.