Sant Marc 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha pa zeuont eus ar marc’had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc’het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc’hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha pa zeuont euz ar plasou‐marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listriarm hag ar gweleou.) |
En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,
Lakaet em eus dirak mibien ti ar Rekabiz kiboù leun a win hag hanafoù, ha lavaret em eus dezho: Evit gwin!
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
Rak, o lezel gourc’hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc’hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc’h ober kalz a draoù all heñvel outo.
Bez’ e oa eno c’hwec’h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc’hel pep hini anezho daou pe dri metret.
Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c’hlanidigezh.
hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.