Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 Pharisiénèd dall, golheit de guetan en diabarh ag er chopinn hag er plad, aveid ma vou ehué guen en dianvez.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:26
12 Referencias Cruzadas  

Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?


Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.


Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.


ha pa zeuont eus ar marc’had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc’het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc’hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C’hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a fallentez.


An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos